Dogoned

Kêriadenn dogon Banani.

Ur strollad tud eo an Dogoned. Bevañ a reont war an uhelgompezenn zo e-kreiz Mali, er su d’ar gildroenn eus ar stêr Niger zo tost da gêr vBandiagara e korn-bro Mopti. Bez’ ez eus war-dro 300 000 anezho. Brudet ez int abalamour d’o mojennoù, d’o dañsoù, ha d’o doare da gizellañ war goad ha da sevel tiez. Er c’hantved tremenet ez eus bet kemmoù bras en aozadur kevredigezh an Dogoned, en o sevenadur hag en o c’hredennoù. Deuet eo ar c’hemmoù-se da-heul an douristed evit darn, hag int niverus-bras er rann-se eus Mali.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search